.222 Remington

.222 Remington
Skeudenn ar pennad .222 Remington

A gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm - .243 Winchester - .222 Remington - .22 Long Rifle
Doareoù
Kalibr .222 / 5,56 mm
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare implij Abaoe 1959
Muzulioù
Ø bannadell 5,7 mm
Ø kolier 6,4 mm
Ø skoaz 9,1 mm
Ø korf an douilhez 9,6 mm
Ø strad 9,6 mm
Tevder ar strad 1,1 mm
Hirder an douilhez 43,2 mm
Hirder ar gartouchenn 54,1 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 3 - 4 g
Tizh o vont e-maez V0 895 - 1092 m/s
Energiezh ar vannadell 1512 - 1590 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .222 Remington zo ur munision skoet war e zro, savet gant Remington Arms Co. e 1950 evit ar garabinenn-vorailh M722. N'eo ket deveret deus ur munision all, met heñvel a-walc'h eo ouzh unan .30-06 bihanoc'h. Pouez ar bannadelloù a zo alies etre 3,24 ha 3,56 g (50 da 55 greunenn), da chaseal jiboez munut pe evit ar sportoù tennañ da skouer, met a-wechoù e kaver lod a ra betek 5,83 g (90 greunenn). Resis-kenañ eo ar munision-mañ betek 200 metr hag implijet kenañ e vez da chaseal loened gwelet evel noazus (lern, avanked-Spagn) pe c'hoazh yourc'hed chaseet en ur dostaat.

Anvet eo .222 Remington, koulskoude ne ra ket ar vannadell .222" (5,56 mm) rik, .224" (5,70 mm) kentoc'h. An .223 Remington, anvet ivez 5,56 × 45 mm NATO hag a gaver el lod brasañ eus ar fuzuilhoù-arsailh implijet gant broioù AFNA (M4 hag M16, FAMAS), a zo deveret deus an .222 Remington. Ral eo armoù-tan an arme kambret e .222 Remington.

Ne vez ket implijet kalz ar c'halibr-mañ en Amerika ken : eno e raer muioc'h gant an .223 Remington, a zo marc'hadmatoc'h abalamour da stokoù dreist an arme. Poblek-kenañ eo an .222 Remington en Europa, ha dreist-holl e Frañs : er vro-se eo renket er rummad C (munision chaseal) pa vez renket an .223 Remington er rummad B (munision a ranker resev aotre ur prefed da implijout pe da brenañ anezhañ).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne