.357 Magnum

.357 Magnum
Skeudenn ar pennad .357 Magnum

A gleiz da zehou : kartouchennoù .44 Magnum - .357 Magnum - .38 Special - 7,62 Tokarev - .45 ACP - 9 mm Parabellum
Perzhioù
Kalibr .357 Magnum
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 9,06 mm
Ø trogleuziñ 8,8 mm
Ø kolier 9,6 mm
Ø korf an douilhez 9,6 mm
Ø strad 11,2 mm
Tevder ar strad 1,5 mm
Hirder an douilhez 33 mm
Hirder ar gartouchenn 40 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 8 - 12 g
Tizh o vont e-maez V0 380 - 520 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2420 bar
Energiezh ar vannadell 780 - 1090 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An .357 Magnum zo ur munision deveret eus ar c'halibr .38 Special. Krouet e oa bet e 1934 gant Elmer Keith hag an embregerezh armoù-tan stadunanat Smith & Wesson. E anv metrek zo 9 × 33 mm R. Implijet e vez er revolverioù dreist-holl, er c'harabinennoù a-wechoù met ral-tre eo er pistolennoù abalamour d'ar bourled war e zouilhez a laka anezhañ da vezañ diaes da gambriñ en armoù aotomatek.

Soñjet eo bet evel ur munision liezimplij, evit ar brezelioù, ar polis, ar chase koulz hag ar sportoù tennañ. Ar revolverioù kambret e .357 Magnum a c'hall ivez tennañ munisionoù .38 Special ; an diforc'h etre an daou eo hirder o douilhez, a zo hiroc'h war an .357.

Kevezerezh a zo etre an .357 Magnum hag ar c'halibr .38 Super e bed ar sportoù tennañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne