Rann eus | United States Army |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1918 |
Implij | infantry warfare, airborne warfare |
Anv er yezh a orin | 101st Airborne Division |
Moranv | Screaming Eagles |
Perzhiad e | Northwestern Europe Campaign |
Brezel | Eil Brezel-bed, Brezel Vietnam, Brezel ar Pleg-mor, Brezel Irak, Brezel Afghanistan (2001-2021) |
Skour lu | United States Army |
Testenn ar ger-stur | Rendezvous With Destiny |
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'h | Kentucky |
Aozadur mamm | XVIII Airborne Corps |
Sez sokial | Fort Campbell |
Heuliad | United States Army infantry divisions by unit number |
Prizioù resevet | Presidential Unit Citation, Croix de guerre 1939–1945 |
Maskotenn | Morerer penn gwenn |
Lec'hienn ofisiel | https://www.army.mil/101stairborne |
Commanded by | Joseph McGee |
Size designation | military division |
Ar 101st Airborne Division, lesanvet Screaming Eagles ("Erered Yud") ha berraet e 101st, a vez graet eus ur rann-arme troadegiezh arbenikaet lijer stadunanat.
Kefridi pennañ ar rann-se eo harzlammerien prest da lammat prim war enebourien ar Stadoù Unanet. Begenn an US Army eo chomet abaoe he c'hrouidigezh, dre ur gourdoniñ uhel ha dre chom un nerzh kas prim da dizhout ur pal milourel.
E-pad an Eil Brezel-bed e voe brudet ar 101st Airborne Division evit he obererezhioù en Oberiadur brezel Overlord (dilestradeg ha harzlammadeg an nerzhioù kevredet d'ar 6 a viz Even 1944 e Normandi, Frañs), Oberiadur-brezel Market Garden (17-25 a viz Gwengolo 1944), dieubidigezh an Izelvroioù ; brudetoc'h c'hoazh e voe a-c'houde Emgann an Ardennes e-kerzh lodenn an emgann tro-dro da gêr Vastogne, e Belgia. E-pad Brezel Viêt Nam, ar 101st Airborne Division a gemeras perzh e meur a emgann ha brezeliadenn evel hini brudet Hamburger Hill (10-20 a viz Mae 1969).
E-kreiz ar bloavezh 1968 e oa bet adurzhiet ar rann-arme e doare unan aer-nij (airmobile division) ; e 1974 e voe adsavet gant stumm ur rann-arme tagañ dre an oabl (air assault division).
Diskouez a ra an titloù-se penaos e voe kemmet roll ar 101st adalek donedigezh ar c'harbedoù-nij a implije, pa dremenas eus an nijerezioù d'ar Biñsaskelloù evit tizhout al lec'hioù emgann ha dilestrañ.
Un toullad izili eus ar 101st zo diplomet gant an U.S. Army Air Assault School. Lec'h pennañ ar rann-arme eo Fort Campbell, Kentucky. Er bloavezhioù tremenet e voe implijet ar 101st en Irak hag en Afghanistan. Chom a ra unan eus ar re enoretañ en United States Army ha meur a wech ez eo bet taolennet er faltaziadennoù milourel.
|
Er bloavezh 2016 e chom ar 101st Airborne Division an nerzh tagañ brahañ dre an oabl er bed a-bezh, pa'z eo gouest da zilestrañ 4 000 soudard en un taol ha betek 150 kilometr en un tiriad enebour. Harpet e vez ar rann-arme gant tremen 280 biñsaskell, tri batailhon Boeing AH-64 Apache en o zouez. Ouzhpenn, harpet e vez ar 101st Airborne gant spierezh, kempenn ha dafariñ, tud skor ha kanolierezh arbenikaet.