Titl | 1944 |
---|---|
Tachenn | film brezel |
Bro orin | Estonia, Finland |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | estoneg |
Deiziad embann | 2015 |
Sevener | Elmo Nüganen |
Senarioour | Leo Kunnas |
Rener ar skeudennaouiñ | Rein Kotov, Mart Taniel |
Sonaozer | Jaak Jürisson |
Produer | Kristian Taska |
Embregerezh produiñ | Taska Film |
Liv | liv |
Bet kinniget evit | International Submission to the Academy Awards |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur an ICAA | dic'hinniget d'ar vinored dindan daouzek vloaz |
1944 zo ur film brezel estoniat embannet e 2015 ha sevenet gant Elmo Nüganen. Ar film a voe skignet evit ar wech kentañ e miz C'hwevrer 2015 e Berlin, en Alamagn, a-raok bezañ embannet en Estonia ha broioù norzh Europa. Lakaet e oa bet war ar renk evit lid an 88vet Academy Awards met ne voe ket trec'h.
E 1944 emañ Talbenn soviedel Leningrad o tagañ Estonia e dalc'h an Alamanted. Evit tud yaouank ar vro ez eo ret choaz un tu. Lod a zo emezelet pe bet rediet da vont da soudarded en nerzhioù alaman. Lod all a zo emezelet pe bet rediet da vont da soudarded en Arme Ruz. A bep tu n'eo ket mennet ar soudarded gant mennozhioù politikel estren met klask a reont stourm evit dishualded ar vro. Met an tu a gollo ar brezel a welo e izili lakaet da dreitourien gant ar riskl da vezañ lazhadeget pe kaset d'ar c'hampoù-bac'h.