Abourzhaj [1] a vez graet eus un doare argadenn ha kadoniezh implijet war dachenn ar brezel war vor evit tagañ dre zirak pe a-gostez ul lestr enebour ha dilestrañ soudarded war vourzh al lestr-se. Pal un abourzhaj eo aloubiñ ha beuziñ ar vartoloded enebour war vourzh al lestr evit pakañ pe distrujañ anezhañ. An abourzhaj a veze sevenet gant martoloded da gentañ hag a veze graet dreist-holl gant emgannoù dorn-ha-dorn, al listi-brezel brasoc'h a oa pourvezet gant unvezioù standart gourdonet ha dafaret-mat hag evel-se e oa bet krouet korfadoù ar fuzuilherien-vor hag unvezioù an nerzhioù ispisial. O c'hefridioù a oa kement tagañ ha talañ ouzh an abourzhajoù gant listri all. Abourzhañ ha stourm a-dost a oa doareoù evit echuiñ un emgann war vor abaoe an henamzer, betek an Amzerioù modern pa oa deuet ar c'hanolierezh-mor ponner da vezañ abeg pennañ an trec'hioù pe ar c'holloù war vor.[2]