Iskevrennad eus | facial feature, human facial hair, set of facial hairs, particular anatomical entity |
---|---|
Lec'h | Gwareg-abrant |
Powered by | corrugator supercilii muscle |
An abrantoù, ambrantoù, daouabrant, divabrant eo ar blev a zo e traoñ tal un den, a-us an daoulagad, hag a dalv d'o diwall diouzh an dour-c'hwez, an heol hag ar glav.
Tud zo n'o deus nemet un abrant e gwirionez : ur bannad blev a gleiz da zehou a-us o daoulagad.
Ober ar bod-spern a vez lavaret eus an dud a griz o daouabrant da ziskouez souezh pe dipit.
Diouzh ar c'hiz eo, abaoe ar bloavezhioù 1990 en SUA ha broioù Kornogeuropa, toullañ an abrant.