Er yezhoniezh e vez implijet an termen adstagenn (saoz: adposition) evit komz eus ur rummad gerioù kloz implijet a-gevret gant elfennoù kevreadurezhel all evit diskwel penaos e ranker kompren ar rannfrazenn ma vez emplijet enni hervez ar c'henarroud tro-war-dro.
Un termen ledan a-walc'h e ster eo "adstagadenn" ha dave a ra peurliesañ da elfennoù peuzheñevel o arc'hwel kevreadurezhel daoust d'an doare ma vezont implijet e-keñver an elfennoù ma reont dave oute, da lâret eo araogennoù ha lerc'hennoù dreist-holl.
Diwar un adstagenn da benn ur rannfrazenn stag ouzh un elfenn all e c'heller sevel rannfrazennoù adstagennek, implijet diouzh o zro evel renadennoù evit rannfrazennoù all.
Rummataet hag isrannet e vez an adstagennoù e meur a doare hervez perzhioù hag an arc'hweloù resis o tennañ oute:
Savet e vez an adstagennoù diwar ur ger pe kentoc'h ur morfem nemetken keit ha ma vez savet an adstagennoù kevrennek diwar meur a c'her pe morfem gante un arc'hwel unvan, da skouer:
Isrannet e vez an adstagadennoù hervez o lerc'h stagañ e-keñver an elfenn ma reont dave oute:
Implijet e vez an araogennoù pe lerc'hennoù dreist-holl hervez renadur ar penn er yezh-mañ'r-yezh, o klotaat peurliesañ araogennoù gant yezhoù evel ar brezhoneg hag a laka ar penn en deroù keit ha ma ra kentoc'h gant lerc'hennoù yezhoù evel ar japaneg hag a laka er penn en diwezh.
Talvezout a ra an adstagennoù da reiñ titour semantikel a-divout al liammoù etre ar renadennoù ma reont dave oute e-keñver ar c'henarroud tro-war-dro, setu e-touez al liammoù pennañ:
Liesster eo an darn vrasañ eus an adstagennoù implijetañ hag -awezhoù zoken e c'hellont bezañ implijet hep ster resis ebet tra ma vez implijet adstagennoù resis zo gant verboù zo, da sjkouer:
Renket e c'hell bezañ ivez an adstagennoù hervez o ferzh resis er frazenn: