Agnese del Maino

Agnese del Maino, ganet war-dro 1401 ha marvet d'an 13 a viz Kerzu 1465, a oa ur briñsez eus Milano, merc'h da Ambrogio del Maino a oa kont palatin ha kestor dug Milano.
Daou vreur he devoa, Lancillotto hag Andreotto, o daou e lez hag e kuzul an dug[1]..

Dont a reas da vout serc'h da Filippo Maria Visconti (23 a viz Gwengolo 1392- 13 a viz Eost 1447), diwezhañ dug Milano eus an Tiegezh Visconti.

  1. https://web.archive.org/web/20100428115731/http://users.unimi.it/sforza/donne_e_nobildonne.htm#Amanti%20e%20concubine

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne