Ainoued |
---|
![]() |
Ar banniel Ainou, treset gant Bikki Sunazawa e 1973 |
Strollad Ainoued, luc'hskeudennet e 1904 |
Poblañs klok |
|
Broioù e lec'h ma vezont kavet |
![]() ![]() |
Yezhoù |
An ainoueg eo yezh hengounel an Ainoued. Tost marv eo o yezh avat. An darn vrasañ eus an Ainoued a gomz japaneg pe ruseg. |
Relijionoù |
Animisted, Iliz Kristen ortodoks Rusia |
Pobloù liammet |
An Ainoued (アイヌ), pe "Utari" (ウタリ) evel a reont anezho o-unan kentoc'h eget "Ainou" (a dalvez "tud" pa dalvez "utari" kement ha kamaladed), zo ur bobl henvroidi hag a vev e norzh Bro-Japan hag e reter Rusia. War-dro -1300 e tivroas o hendadoù etrezek Hokkaido, an Inizi Kouril, Enez Sac'halin ha su ledenez Kamtchatka. Da lâret eo 1 000 bloaz a-raok ar pobloù Wa a zo hendadoù Japaniz a vremañ, erruet en enezenn Honshū (eus Korea moarvat).
Un dachenn bras-tre a oa dezho gwezhall : eus norzh Hokkaido d'an inizi Kouril ha Sakhalin. Diskaret int bet gant ar Japaniz da vare prantad ar Meiji (1868-1918). Trevadennet int bet ha difennet e oa outo implijout nag o anv nag o yezh dre vras.
N'eus ket pell e oa o fobl war-nes mont da get. Un 20.000 bennak a vefe anezho c'hoazh hervez ar sifroù ofisiel. E mirvaoù kostez Hokkaido ez eus ul lodenn vat anezho. Hervez ar sifroù n'int ket ofisiel avat e vefe war-dro 200 000 ezel eus ar bobl-se c'hoazh met n'eo ket aes gouzout rak n'eus bet savet niveradeg ebet ha kalz anezhe a guzh o orin, pe alies, ne ouzont ket zoken int a orin ainou, dre ma oa bet kuzhet oute gant o zud o-unan abalamour da wareziñ anezhe diouzh ar ouennelouriezh[1]. Ar c'hannad Shigeru Kayano en deus graet kalz evit sikour anezho dreist-holl dre ul lezenn bet votet e 1994.