Ainoueg (turkek)

Arabat eo droukveskañ gant ainoueg.

Ur yezh altaek eus is-skourr yezhoù turkek ar reter eo an ainoueg (ainu, aini pe abdal) komzet gant tro-dro da 6.570 a dud e mervent Xinjiang e Sina (2000).

Tost-tre eo yezhadur ar yezh-mañ ouzh hini an ouigoureg met levezonet-don eo bet he geriaoueg gant ar perseg. Evit lod e vez renket evel ur rannyezh ouigourek ha kontet e vez an dud evel Ouigoured gant Gouarnamant Sina.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne