| |||||
![]() Lec'hiadur e Kiprenez | |||||
Yezh | Saozneg | ||||
Kêr-benn | Episkopi Cantonment | ||||
Rener | James Illingworth | ||||
Gorread | 254 km² | ||||
Poblañs | ~7.000 tud Kiprenez; ~ 7.500 soudarded saoz hag o familhoù | ||||
Moneiz | CYP |
Akrotiri ha Dhekelia (gresianeg: Ακρωτήρι και Δεκέλια) a zo daou gelc'hiad e Kiprenez ma'z emañ diazezlec'h milourel saoz dreist. Miret e voe ar c'hornioù-bro-se gant bro-Saoz goude dieubidigezh Kiprenez en abeg d'o lec'hiadur strategel er Mor Kreizdouar. Disrannet eo an diazezlec'hioù etre Akrotiri (gresianeg Ακρωτήρι; turkeg: Agrotur) a furmas gant Episkopi Cantonment ur c'helc'hiad Western Sovereign Base Area e anv, ha Dhekelia (gresianeg: Δεκέλεια; turkeg: Dikelya) a furm gant Ayios Nikolaos, an Eastern Sovereign Base Area.