Al louarn hag ar rezin zo ur fablenn vrezhonek gant Paotr Treoure, embannet e 1935, deuet diwar ur fablenn c'hallek skrivet gant Jean de La Fontaine. Honnezh, anvet Le Renard et les Raisins, a oa bet embannet e 1668, hag a oa bet awenet gant ar fablenn latin Vulpes et uva, savet gant Phaedrus er Iañ kantved. Hogen savet e oa ar skrid latin diwar ur skrid henc'hresianeg gant Aisopos ( Ἀλώπηξ καί σταφυλή, Alópex kái staphylé) war-dro ar VIIvet kantved kt JK.
Istor ul louarn hag a ra fae war rezin a zo re uhel evit o zapout eo ar fablenn.