Alabama Song

Alabama Song[1] a zo ur varzhoneg hag a voe savet ar pozioù saoznek anezhi e 1925 gant al lennegourez alaman Elisabeth Hauptmann (1897-1973) evit ar barzh alaman Bertolt Brecht (1898-1956). Lakaet e voe da ganaouenn pa voe krouet un ton dezhi e 1927 gant ar sonaozer alaman Kurt Weill (1900-1950).

Kanet e voe evit ar wech kentañ e 1927 gant gwreg Weil — an arzourez aostrian Lotte Lenya (1898-1981) — pa voe displeget Mahagonny-Songspiel e festival Baden-Baden (Republik Weimar d'an ampoent) : enrollet e voe gant ar ganourez d'ar 24 a viz C'hwevrer 1930.
Graet e voe ganti en-dro da-geñver Aufstieg und Fall der Stadt Mahagonny (Braster ha diskar kêr vMahagonny), un abadenn sonerezh gant Brecht ha Weill hag a voe diskouezet e Leipzig (Republik Weimar) d'an 9 a viz Meurzh 1930 evit ar wech kentañ.

  1. Anavezet eo dindan anvioù all ivez : Moon of Alabama, Moon over Alabama ha Whisky Bar.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne