Alan Loeiz Mari an Diuzet, pe Roc'halan, ganet d'ar 16 a viz Eost 1900 e Kêr ar Roc'h, e Treger, ha marvet d'an 22 a viz Mae 1991 e Sant-Brieg, oa skrivagner ha troour breizhat.
Mab e oa da Loeiz Mari an Diuzet ha Maria Kerangall, koñversanted o terc'hel un davarn war blasenn ar Martred e Kêr ar Roc'h. Alan an Diuzet a zo bet da gentañ e skol ar baotred, e Sant Yann, er Roc'h, ha goude-se, e 1912, er skol eil-derez e Landreger, ha da echuiñ, e 1917, e skol ar vistri e Sant-Brieg.
Anvet e voe da skolaer e 1921, hag eus 1924 da 1926 e oa mestr war ar jedoniezh hag ar skiañchoù e skol eil-derez Plistin. Eus 1937 da 1945, e oa rener skolaj eil-derez Perroz-Gireg, met prizoner e voe daou vloavezh e Bro-Alamagn. Deut en dro d'ar Vro, Alan an Diuzet a savas e 1946 ar "Collège Breton des Côtes-du-Nord" (Skolaj Breizhek Aodoù-an-Hanternoz), hag enni ar gelaouenn Mouez ar Vro.
Skrivet en deus evit meur a gelaouenn, en o zouez Arvor ha Gwalarn. Un darn eus e skridoù brezhonek a zo bet embannet gant Emgleo Breiz.
Lakaet en deus e brezhoneg kan broadel Bro-C'hall, da laret eo, "La Marseillaise" : Deomp war-raok ni bugale ar vro, deiz an trec'h meur a zo erru, a-enep deomp."