Alberto Horacio Suppici Sedes (lesanvet El Profesor), bet ganet d'an 20 a viz Du 1898 e Colonia del Sacramento (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 21 a viz Mezheven 1981 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader uruguayat. Kenderv e oa da Héctor Suppici Sedes, reder a-vicher war garr-tan.
Bezañ e voe e-touez diazezerien Plaza Colonia pa voe savet ar c'hleub en e gêr c'henidik d'an 22 a viz Ebrel 1917. E Colonia del Sacramento e toug ur sportva e anv : Campus Municipal Profesor Alberto Suppici.
Da-heul e amzer c'hoarier e Nacional Montevideo ez eas da c'hourdoner. Chom a raio brudet da viken evel dibaber skipailh broadel Uruguay, aet ar maout gante da-geñver kentañ Kib vell-droad ar bed bet dalc'het e 1930.