Albertus Pictor (Alberzh al Livour), ganet war-dro 1440 ha marvet war-dro 1507, anvet ivez Albert Pictor, Albert Målare, pe Albrekt Pärlstickare a oa ul livour svedat a labouras da livañ mogerioù en ilizoù e vro e dibenn ar Grennamzer.
Albertus Immenhusen e oa e anv, diwar anv ar gêr alaman e Hessen a oa ginidik anezhi. Kentañ meneg anezhañ en dihelloù a voe e 1465, pa voe degemeret evel bourc'hiz en Arboga. Eizh vloaz goude ez eas da Stockholm, hag eno e kemeras stal-labour ul livour all, Johan Målare, e Gamla stan, a oa intañvezet e wreg, ma timezas Albertus dezhi.
Brudet e oa evel arzour fonnus, ha hedro, livour hag ivez ograour ha broder, lesanvet "Pärlstickare", ar perlezenner. Mont a rae da redek bro ha da livañ en nevezamzer, hag echuiñ en diskar-amzer. Er goañv e sone hag e vrode.
Evit e livadurioù ne chom nemet un 30 murlivadur en ilizoù e kornad Mälaren, ha 10 anezho sinet gantañ.