Alea jacta est

Diñs eus an Henamzer
Julius Caesar o treuziñ ar Rubikon.

Alea jacta est (Taolet eo an diñs !) zo ur bomm latin a vije bet lavaret gant Caius Julius Caesar e 49 kent JK pa dreuzas ar stêr Rubikon, un harz hag a oa difennet outañ, da vont da Roma da gemer ar galloud. Hervez an istorourien Ploutarc'hos, Suetonius, hag Appianus e voent distaget e henc'hresianeg d'an 12 a viz Genver 49 kent JK : « Ἀνεῤῥίφθω κύϐος. » (Anerrhíphtô kýbos).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne