Aleksis Kivi eo anv-pluenn Alexis Stenvall, a oa ur skrivagner eus Finland, ganet e Nurmijärvi d'an 10 a viz Here 1834 ha marvet e Tuusula d'an 31 a viz Kerzu 1872. Sellout a reer outañ evel tad al lennegezh finnek.
Brudet eo e romant Seitsemän veljestä (« Ar seizh breur »), ar romant finnek bras kentañ. Pezhioù-c'hoari ha barzhonegoù en deus skrivet ivez.
Mervel a reas en dienez, d'an oad a 38 vloaz.