Alessandro Farnese (1635-1689)

Ur pennad Alessandro Farnese zo ivez.

Alessandro Farnese (1635-1689) a oa ur brezelour italian, eus an Tiegezh Farnese, e servij roue Spagn.

Mab e oa da Odoardo Iañ Farnese, dug Parma ha Piacenza, ha d'e bried Margherita de' Medici. Gant e vreur henañ Ranuccio II Farnese, evel kustum, ez eas an dugelezh goude marv o zad e 1646. Jeneral en arme war varc'h Republik Venezia e voe e-pad daou vloaz, etre 1656 ha 1658, a-raok mont gant Spagn adal 1664.

E 1665, en emgann Montes Claros, da vare aloubadeg Portugal, e oa dindan markiz Caracena, e penn ur c'horf-arme war varc'h.

Anvet e voe da vesroue e Navarra, ha goude e Catalogna. Ha goude brezel Holland (1672–1678), da c'houarnour Izelvroioù ar C'hreisteiz, etre 1678 ha 1682.

E 1687 e voe kuzulier-stad e Spagn. Mervel a reas e Madrid e deroù 1689.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne