Alexandre Lacazette, ganet d'an 28 a viz Mae 1991 e Lyon (Rhône, Bro-C'hall), zo ur c'hoarier mell-droad etrebroadel, 1m75 ha 73 kg dezhañ, hag a c'hoari evel argader en skipailh Lyon evit c'hoazh. Niverenn 10 eo. A-orin eus Gwadeloup eo. Kroget en deus Lacazette da c'hoari en "Élan Club Sportif Lyon 8" en 8vet ranngêr Lyon, e karter Mermoz a-raok mont da greizenn-stummañ an Olympique lyonnais (OL) er bloavezh 2006.