Alfonso d'Este (1527-1587), ganet ha marvet e Ferrara, a oa markiz Montecchio. Mab bastard e oa da Alfonso Iañ d'Este, Dug Ferrara, ha d'e serc'h Laura Dianti.
Divastardet e voe Alfonso e 1532 gant ar c'hardinal Innocenzo Cybo hag e 1533 gant e dad Alfonso Iañ[1] a roas Montecchio dezhañ.
E 1569 e voe savet Montecchio da varkizelezh gan an Impalaer Masimilian II an Impalaeriezh Santel[2].