Alfred Malherbe

Poltred Alfred Malherbe

Alfred Malherbe[1], bet ganet d'ar 14 a viz Gouere 1804 e Port Nord-Ouest (kêr-benn Moris) hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Eost 1865 e Metz (Moselle, Bro-C'hall), a oa un naturour hag ur reizhaouer gall.
An darn vrasañ eus e amzer vak a gasas da studiañ al louzawouriezh hag al loenoniezh (an evnoniezh dreist-holl).

Savet gantañ peder levrenn Monographie des picidées ou Histoire naturelle des Picidés, Pigumminés, Yuncinés ou Torcols e voent embannet gant un ti-embann eus Metz etre 1859 ha 1862.

Roet e voe e anv d'un nebeud spesadoù evnedColumba malherbii ha Cyanoramphus malherbi — da zougen bri dezhañ.

  1. Ober a reer gant ar berradur Malherbe e metoù al loenoniezh.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne