Rann eus | Manstein Plan, emgann Bro-C'hall, Eil Brezel-bed ![]() |
---|---|
Stad | Belgia ![]() |
Lec'h | Belgia ![]() |
Deiziad kregiñ | 10 Mae 1940 ![]() |
Deiziad echuiñ | 28 Mae 1940 ![]() |
Perzhiad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
Order of battle | Belgian order of battle ![]() |
Aloubadeg Belgia pe Kampagn Belgia (alamaneg : Schlacht um Belgien) (10-28 a viz Mae 1940), brudet e Belgia evel Campagne des 18 jours (nederlandeg : Achttiendaagse Veldtocht) a voe ul lodenn eus Emgann Bro-C'hall, un argadenn gant Alamagn nazi e-kerzh an Eil Brezel-bed. Padet e oa 18 devezh e miz Mae 1940 ha paouezet e oa gant dalc'herezh alaman Belgia goude kodianidigezh Tirlu Belgia.
D'an 10 a viz Mae 1940, Alamagn he doa aloubet Luksembourg, an Izelvroioù, ha Belgia hervez ar steuñv Fall Gelb (Degouezh Melen). An nerzhioù lu Kevredet o devoa klasket talañ ouzh an Alamanted e Belgia, en ur grediñ e vije pal pennañ an argadenn enebour. Goude ma vije bet kaset an nerzhioù lu gwellañ di gant Bro-C'hall dreist-holl, etre an 10 hag an 12 a viz Mae, e krogas eil lodenn ar steuñv alaman. Aze e oa ar pal gant an Alamanted terriñ an talbenn dre an Ardenne, ha kerzhout buan war-zu Mor Breizh. An Heer alaman a oa erruet en aod pemp devezh war-lerc'h, en ur gelc'hiañ al luioù kevredet. An Alamanted a oa bet goustadik o vougañ ar c'hodell e-lec'h ma oa trapet ar Gevredidi, da lakaat anezho da gilañ betek ar mor. Al lu belgiat a godianas d'an 28 a viz Mae 1940, hag echuet e oa an emgann evel-se.