Rann eus | Eil Brezel-bed ![]() |
---|---|
Lec'h | Polonia ![]() |
Daveennoù douaroniel | 52°0′0″N 23°48′0″E ![]() |
Raklec'hiet gant | Aloubadeg Polonia, Brezel Poloniat-ha-Soviedat ![]() |
Deiziad kregiñ | 17 Gwe 1939 ![]() |
Deiziad echuiñ | 6 Her 1939 ![]() |
Perzhiad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Polonia ![]() |
Abeg pennañ | Emglev Molotov-Ribbentrop ![]() |
Abeg kentizh | Secret Additional Protocol to the Molotov–Ribbentrop Pact ![]() |
Order of battle | Soviet order of battle for invasion of Poland in 1939 ![]() |
Aloubadeg soviedel Polonia a oa bet ur oberiadur-brezel gant an URSS hep ma vije bet un disklêriadur brezel ofisiel. D'ar 17 a viz Gwengolo 1939, an Unvaniezh soviedel a oa bet oc'h aloubiñ Polonia diouzh ar reter, 16 devezh goude Aloubadeg Polonia gant an Alamagn Nazi diouzh ar c'hornôg. An oberiadur brezel a oa padet 20 devezh ha paouezet e oa bet ar stourm d'ar 6 a viz Here 1939 pa oa bet rannet hag aloubet Polonia e div lodenn etre an Trede Reich hag an Unvaniezh Soviedel.[1]. An didroc'hañ-se a zo anvet a-wechoù pevare rannadur Polonia. Soviediz hag Alamanted o devoa raksoñjet aloubadeg Polonia er "protokoloù kuzh" eus an Emglev alaman-ha-soviedel sinet d'an 23 a viz Eost 1939, hag a ranne Polonia hervez sell "kelc'hioù levezon" evit an daou c'halloud[2]. Ar c'hengred etre Alamanted ha Soviediz evit aloubiñ Polonia a zo bet diskrivet evel kenstourm[3] [4].