Rann eus | talbenn Europa an Eil Brezel-bed, Eil Brezel-bed |
---|---|
Lec'h | Polonia |
Heuliet gant | German invasion of Poland, aloubadeg soviedel Polonia, Slovak invasion of Poland |
Deiziad kregiñ | 1 Gwe 1939 |
Deiziad echuiñ | 6 Her 1939 |
Darvoud-alc'hwez | Battle of the Border |
Prantad | Eil Brezel-bed |
Abeg kentizh | gwalldaol Gleiwitz |
Lec'hienn ofisiel | http://www.1wrzesnia39.pl/ |
Has contributing factor | Fall Weiss |
Order of battle | German order of battle for Operation Fall Weiss, order of battle of the Wehrmacht for the attack on Poland, Polish army order of battle in 1939, order of battle of the Polish Army, September 28, 1939, order of battle of the Polish Army, September 17, 1939 |
Koulzad brezel Polonia, pe Kampagn Gwengolo pe c'hoazh Brezel difenn 1939 eus kostez Polonia (Kampania wrześniowa pe Wojna obronna 1939). Kampagn Polonia (alamaneg : Polenfeldzug) pe Fall Weiss (Tro wenn) e-kostez Alamagn, a oa un oberiadur brezel sevenet gant Alamagn an Trede Reich, kêr dieub Dantzig, Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel hag ur savadeg eus Slovakia hag a voe mammenn d'an Eil Brezel-bed. Padet e oa eus ar 1 añ a viz Gwengolo betek ar 6 a viz Here 1939
An dagadenn alaman a voe lañset d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939, ur sizhun goude ma vije bet sinet an Emglev Molotov–Ribbentrop (feur-emglev jerman-soviedel). An URSS a dagas Polonia d'ar 17 a viz Gwengolo 1939 dres goude an emglev Molotov-Tōgō, disoc'h freuz ar 6vet lu Impalaeriel japanat en emgannoù Khalkhin Gol, hag a roe un harz d'an emgannoù etre Japan hag an URSS war an dachenn reter d'ar 16 a viz Gwengolo.
Ar c'hampagn a voe echuet d'ar 6 a viz Here, pa voe rannet hag aloubet Polonia gant Alamagn hag URSS, hervez feur-emglev an harzoù alaman-soviedel.
Nerzhioù an Trede Reich o devoa taget Polonia adal an norzh, ar su hag ar c'hornôg d'ar mintin goude Gwalldaol Gleiwitz. Gant ma oa ar Wehrmacht o vont war-raok bliv e voe rediet nerzhioù lu Polonia da gilañ adal o lec'hioù difenn tost ouzh an harzoù poloniat-alaman evit mont etrezek ar reter ha klask sevel linennoù difenn eno.
Goude koll meur emgann Bzura gant Polonia, an Alamanted a c'hounezas ul lañs kadoniel anat. An nerzhioù polonat a gilas c'hoazh evit mont war-zu gevred ar vro gant ar soñj sevel eno un difenn hir ha taer er pennlec'h difenn romanian (Przedmoście rumuńskie). Ar pal a oa da gas eno an holl nerzhioù difenn posubl evit gounnez amzer en ur c'hortoz ar sikourioù Gall ha Saoz. Un taol-kleze en dour e voe dre ma ne voe ket kaset sikourioù ebet d'al lu polonat en desped d'an emglevioù etre an tri vro, kement hag un diskleriadur brezel d'an 3 a viz Gwengolo 1939.
Tagadenn Polonia gant an Arme Ruz dre reter ar vro d'ar 17 a viz Gwengolo 1939 a lakaas planioù difenn al lu polonat da vezañ didalvoud . An emglev kuzh etre an Trede Reich hag an URSS a rannas muioc'h c'hoazh nerzhioù difenn ar vro.
Ar c'holloù a voe :