Rann eus | Aloubadeg Polonia |
---|---|
Lec'h | Polonia |
Deiziad | 16 Gwe 1939 |
Deiziad kregiñ | 1 Gwe 1939 |
Deiziad echuiñ | 16 Gwe 1939 |
Aloubadeg Polonia gant Slovakia a oa c'hoarvezet e-kerzh aloubadeg Polonia gant an Alamagn Nazi e miz Gwengolo 1939. Ar Republik slovak nevez-krouet en doa kemeret perzh en dagadenn, hag al Lu Bernolák en doa kemeret perzh ivez gant 50 000 soudard rannet e teir rannarme[1][2]. Dre ma oa darn eus an nerzhioù lu polonat o stourm a-enep nerzhioù lu Alamagn, en norzh hag e su an harzoù, an aloubadeg slovak ne oa ket bet talet kreñv ha nebeut kolloù a oa bet.