Aloubadeg Ukraina
gant Rusia e 2022 | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel etre Ukraina ha Rusia | |||||||
Kartenn aloubadeg Rusia en Ukraina | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Rusia sikouret gant: Belarus | Ukraina sikouret gant: Unaniezh Europa AFNA | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Vladimir Poutin | Volodimir Zelenskiy | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Rusia ~ 170 000 — 190 000 RP Donetsk 20 000 RP Louhansk 14 000 Abaoe Gwengolo 2022: | Ukraina 209 000 (lu pennañ) 102 000 (nerzhioù para-soudarded) 900 000 (miret) 20 000 estren a-youl vat | ||||||
Kolloù | |||||||
Rusia Hervez Rusia 25.08 5404 soudard[1] Hervez Ukraina 12.09 52 950 soudard[2] Hervez SUA 15.07 15 000 soudard[3] RP Donetsk Hervez RPD 18.08 2767 soudard RP Louhansk Hervez Rusia 5.04 Etre 500 ha 600 soudard | Ukraina Hervez Ukraina 03.06 10 000 soudard[4] Hervez Rusia 16.04 +23 000 soudard[5] Hervez SUA 9.03 ~2000–4000 soudard | ||||||
Hervez Ukraina 7.08 Etre 12 000 ha 28 521 Ukrainat lazhet en holl[6]
Hervez ABU 16.03 +780 lazhet, 3,1 milion a drevourien diblaset[7][8] 22 trevour estren lazhet |
D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 e voe kroget gant Rusia un aloubadeg hollek eus Ukraina,[9] goude sizhunvezhioù a enkadenn diwar-benn, ez ofisiel, emezelañ ar vro en AFNA[10] ha dazont ar poblañsoù rusek e Republikoù disrannour reter ar vro. an aloubadeg-se, lañset gant prezidant Rusia Vladimir Poutin abred diouzh ar mintin, evit "dinaziekaat ha disoudardañ Ukraina",[9] a verk ur bazenn nevez er brezel etre an div vro.
En deizioù a-raok an aloubadeg e voe anavezet Republik Pobl Donetsk ha Republik Pobl Louhansk, daou diriad rusek disrannour, gant Kevread Rusia ha kaset soudarded rusian kerkent da rannvro Donbas, d'ar 21 a viz C'hwevrer 2022. Da 3e48 d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 (6e48 hervez eur Moskva) e voe disklêriet ar brezel gant Vladimir Poutin e-kerzh ur brezegenn skignet er skinwel[11], o tisklêriañ e vefe kiriek arme Ukraina eus ul "lazhadeg" ma klaskfe herzel ouzh arme Rusia, ha munutennoù war-lerc'h e voe lañset misiloù war meur a lec'h dre ar vro a-bezh, kêrbenn ar vro Kyiv zoken. Servijoù Bevennoù Ukraina o doa embannet e oa bet taget postoù en harzoù kostez Rusia ha Belarus.[12] Nerzhioù-douar Kevread Rusia a oa e-barzh Ukraina div eur da c'houde.[12] Meur a Stad o doa kondaonet obererezhioù Rusia dre ar bed a bezh, betek kemer muzulioù en hec'h enep[13].
<ref>
faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet FranceInfo0503