Amfipolis (Ἀμφίπολις Amphípolis e henc'hresianeg) a oa ur geoded hellazat e reter Makedonia. Savet e oa en ur gompezenn war vord ar stêr Strimon, 4 km en hanternoz d'an aber e mor Egea. Krouet e voe en 437 kent J.-K., ha dilezet war-dro an VIIIvet kantved eus hon amzer.