Er yezhadur ha yezhoniezh e vez lavaret amzer-dremenet strizh (e latin: praeteritum) eus un amzer yezhadurel en tremened hag a dalvez da zeskrivañ un ober pe un darvoud peurachu a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad amzerioù rik pe a-raok ar mare m'emeur o komz anezhañ lakaet da zaveenn en ur reizhiad keñveriek.
E berr-gomzoù e talvez an amzer-dremenet strizh da verkañ an amzer-dremenet en un tu hag an arvez strizh en tu all war un dro, enebet ouzh an amzer-amdremenet amstrizh, da skouer[1]: