Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud c'hoarvezet a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad rik pe c'hoazh a-raok ur mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.