Anime (japaneg アニメ), diwar animēshon (アニメーション) eo anv hollek an tresadennoù-bev – filmoù ha stiradoù – a vez savet e Japan.
アニメーション Animēshon a vez lavaret gant filmaozerien Japan, diwar ar saozneg pe ar galleg animation, "blivadur". Japanim pe japanimation a lavarer ivez[1].
Manga eiga (film manga) a veze implijet da envel an tresadennoù-bev a zo diazezet war mangaoù. Ledanoc'h eo ster anime, a dalvez da envel ivez ar stiradoù hag ar filmoù blivet ha n'int ket diazezet war mangaoù.