Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Bro-C'hall ![]() |
Anv-bihan | Anne ![]() |
Deiziad ganedigezh | 28 Eos 1661 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Gourin ![]() |
Deiziad ar marv | 11 Gen 1710 ![]() |
Lec'h ar marv | Cap-Haïtien ![]() |
Pried | Laurens de Graff, Pierre Lelong ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | morlaer ![]() |
Lec'h annez | La Tortue ![]() |
Anne Dieu-le-veut, ganet e 1661 e Gourin, marvet e 1710, a oa ur vorlaerez vreizhat.
E 1684 e timezas d'ar morbreizher Pierre Lelong, kentañ komandant Cap-Français. Hennezh a varvas goude un tabut d'ar 15 a viz Gouhere 1690. E 1691 ec'h addimezas da Joseph Chérel, ha hennezh a varvas ivez daou vloaz goude, e miz Mezheven 1693. Diwezhatoc'h, pa gave dezhi e oa bet graet dismegañs outi, e klaskas kann ouzh Laurens Cornelis Boudewijn, lesanvet de Graaf ("ar c'hont", e flandrezeg), hag e tegouezhas en e di gant he fistolenn en he dorn. De Graaf a gavas e oa dellezek anezhañ ar vaouez-se hag a zimezas dezhi[1].
E 1685, e oa deuet Laurent de Graaf, hag eñ Izelvroad, a-benn da gaout ar vroadelezh c'hall war un dro gant e bried kentañ Pétruline Gusman[2]. E 1693 e oa bet torret an dimeziñ[3] ha d'an 28 a viz Gouere 1693 e timezas Anne Dieu-le-veut dezhañ e Cap-Français. Mont a rejont da chom da La Tortue. Ur verc'h o devoe, bet ganet war-dro 1694, hag ur mab a varvas d'an oad a bemp bloaz.
Tabut a zo evit gouzout daoust hag ez ae gant he gwaz war vor. Evit ul lod tud e oa hi morlaerezh hag he vije bet gwelet war vourzh evel un alberzh eus an drougeur betek gwelet ar bagad oc'h ober e vaskodenn anezhi ; ul lod er preizh a vije deveze zoken.[3]. En gwirionez hervez testennoù ar mare pa voe dimezet de Graaf ha Dieu-le-Veut e 1793, ne oa ket anezhi war vourzh ar bigi, ar pezh a glotje gant an deiziadoù rak echuet e oa mare morlaer de Graaf d'an ampoent [4]
E 1695 e voe paket gant Spagnoled ha bac'het e Santo Domingo, ma voe diaes-bras he delc'her[3]. Goude meur a zifrae gant ar Stad c'hall e voe divac'het e 1698.