Annia Aurelia Galeria Lucilla (148 pe 150 – 182) a oa pried an impalaer roman Lucius Verus, a renas gant he zad.
Trede merc'h an impalaer Marcus Aurelius ha Faustina ar Yaouankañ e oa, ha c'hoar henañ an impalaer Commodus. Commodus a c'hourc'hemennas lakaat Lucilla d'ar marv goude un taol-stad c'hwitet a-enep dezhañ pa oa-hi 33 bloaz.