Anv ar rozenn (film)

Anv ar rozenn a zo ur film istorel kenbroduet etre Bro-C'hall, Italia ha Bro Alamagn, sevenet gant Jean-Jacques Annaud, deuet er-maez e 1986. Azasaet eo bet ar film diwar ar romant skrivet gant Umberto Eco e 1960, kontañ a ra istor ur manac'h, Guillaume de Baskerville, o kas da benn un enklask e-barzh ur manati evit kompren abalamour da betra ez eus menec'h o vervel[1].

Ar film en deus gounezet Cesar ar gwellañ film estren e 1987, ha resevet ez eus bet gantañ meur a briz e festivalioù all : gwellañ aktour (Sean Connery) er Deutscher Filmpreis e 1987 hag er BAFTA Awards e 1988, gwellañ pintañ ha kinklañ, gwellañ skeudenn ha gwellañ renañ arzel[2].

  1. Florent Grouin, Deiziataer sevenadurel miz Genver 2025 : Film Anv ar Rozenn, Brezhoweb, d'an 3 a viz Genver 2025
  2. Yann Boishardy, Abadenn Avel Em Fenn, Radio Bro Gwened, d'ar 6 a viz Genver 2025

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne