Anveliouriezh n'eo ket Frankizouriezh !
An anveliouriezh, pe anarkouriezh, zo ur gealiadurezh politikel a zo he fal tremen hep gouarnamant ebet ha diskar forzh peseurt beli a vefe (ar Stadoù, dreist-holl)[1],[2],[3].
Kalz eilstummoù zo, evel evit an darn vrasañ eus ar c'healiadurezhioù politikel, hag an anveliourien a c'hell kaout mennozhioù liesek diwar-benn petra eo an anveliouriezh.
Bez' ez eus kalz hengounioù en anveliouriezh[4],[5], ha n'int ket holl digenglotus[6].
Evel ur gealiadurezh eus an tu kleiz pellañ e vez gwelet an anveliouriezh[7], hag an darn vrasañ eus an armerzh anveliour hag he frederouriezh lezennel a zistaol deveizadurioù nann-aotrouniel eus ar gomunouriezh, eus ar gengladelezh pe eus ar sindikaderezh.
Atav ez eus bet ur skourr hiniennek en anveliouriezh[7], n'eo ket enebet ouzh ar gevalaouriezh pe ouzh aozadurioù kenglotus gant ar gevalaouriezh[8],[9],[10].
Reoù arall, evel an hollanveliourien, na ginnigont stumm ebet eus un aozadur kevredigezhel, hag asantiñ a reont da n'eus forzh peseurt furm gevredigezhel, eus an hinniennelouriezh betek ar gengladelezh.[11]
Bez' ez eus anveliourien a sav a-enep an holl stummoù a rediusted, tra ma'z eus reoù arall a implij ar feulster da grouiñ un utopiezh diveliour.