Aquarela do Brasil

Aquarela do Brasil zo ur ganaouenn bet savet e penn-kentañ 1939 gant an aktour ha sonaozer brazilian Ary Barroso tra ma oa bet dalc'het en e di, en noz, abalamour d'ur barrad arnev.

Brudet-kenañ eo ar ganaouenn-mañ dre ar bed ken ma kred tud zo ez eo Brazil an anv anezhi. Kanet e oa bet evit ar wech kentañ gant ar ganerez vrazilian Aracy Cortes d'an 10 a viz Mezheven 1939 a-raok bezañ enrollet gant Francisco Alves e miz Eost.

N'haller ket lavaret e reas berzh Aquarela do Brasil diouzhtu ha ret e voe gortoz betek 1942 ma voe graet ganti e Saludos Amigos, ur film bevaat savet gant Walt Disney Company. Abaoe eo bet enrollet gant meur a arzour, Paul Anka, Arcade Fire, Chet Atkins, Banda Eletrica, Harry Belafonte, Kate Bush ha Michael Kamen, Erasmo Carlos, Ray Conniff, Chick Corea ha Béla Fleck, Cornelius, Gal Costa, Bing Crosby, Xavier Cugat, Martinho da Vila, Plácido Domingo, João Gilberto, Caetano Veloso ha Gilberto Gil, Antônio Carlos Jobim, Ney Matogrosso, Geoff Muldaur, Pink Martini, Daniela Mercury, Elis Regina, Django Reinhardt, Simone, Frank Sinatra, Tav Falco's Panther Burns, The Ritchie Family, The Shadows, Vengaboys, Dionne Warwick e-touez tud all.

E 1985 e voe implijet gant Terry Gilliam en e film Brazil ; kanet e oa bet neuze gant ar c'haner-sonaozer stadunanat Geoff Muldaur.

Gant ar gelaouenn Rolling Stone (Brazil) eo bet lakaet da zaouzekvet a-douez ar 100 gwellañ kanaouenn eus Brazil[1].

  1. AS 100 MAIORES MÚSICAS BRASILEIRAS.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne