Arc'h

Meur a arc'h savet war golonnennoù, Moskeenn Veur Kairouan, Tunizia
Gwareg (pe arc'h) war hantergelc'h en iliz-veur Speyer, Alamagn

Arc'h a zo un termen a vez implijet en arkitektouriezh da envel kement aozadur savet diwar maen, brikennoù pe maen-boueta, dezhañ stumm ur grommenn pe div grommenn, hag a zo staliet war poentoù harp. Gant un arc'h e c'haller goloiñ prenestroù-meur, digoroù pe hedoù e diabarzh mogerioù leun[1]. Implijet e voe ar mod-se da sevel gant arkitektourien Roma, diorroet e voe e-pad ar Grennamzer ha stank e voe implijet da vare an arz gotek, gant krouidigezh arc'hioù stumm un grommvegenn dezho e penn-kentañ an XIIvet kantved[2]. Gant ar ger gwareg e reer ivez e brezhoneg.

  1. Dictionnaire raisonné de l’architecture française du XIe au XVIe siècle - Tome 1, Arc
  2. Léon Chateau, Histoire et caractères de l'architecture en France depuis l'époque druidique jusqu'à nos jours, éd. A. Morel et cie, 1864, p. 195

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne