Rann eus | Brezel diabarzh Siria |
---|---|
Stad | Siria |
Lec'h | Sav-heol norzh |
Deiziad | 2024 |
Deiziad kregiñ | 27 Du 2024 |
Perzhiad | Hayat Tahrir al-Sham |
D'ar 27 a viz Du 2024 e oa bet roet lañ gant kevredad strolladoù an eneberezh sirian d'un argadeg, anvet Penn an Oberiadurioù milourel[1], renet gant Hayat Tahrir al-Sham (berraet en HTS) hag harpet gant strolladoù harpet gant Turkia[2][3][4] el Lu Vroadel Sirian (LBS), a-enep unvezioù Lu Arab Siria (LAS, arme ar gouarnamant) e gouarnelezhioù Idlib, Aleppo ha Hama e Siria. An oberiadur-brezel a oa bet anvet Deterrence of Aggression (Diarbenn an tagadur)[note 1] gant an HTS hag embannet e oa bet e oa un digoll rak kanoliadur trevourien gant al Lu Arab Sirian e kornôg Aleppo[5]. Ar wech kentañ eo gant nerzhioù lu an tu enep sirian e Brezel diabarzh Siria da gregiñ gant un oberiadur-brezel abaoe Meurzh 2020 hag arsav-brezel Idlib.[6][7]
D'an 29 a viz Du 2024, an HTS ha goude-se Nerzhioù Demokratel Siria (NDS) o doa aloubet Aleppo ha kemeret darn eus ar gêr, ha gwelet nerzhioù ar gournamant o kouezhañ en o foull. An deiz war-lec'h, nerzhioù an enebadur a oa aet war-raok bliv, oc'h aloubiñ degadoù a gêriadennoù pe kêrioù, e-tal dezho e oa an nerzhioù a-du gant Assad o steuziañ. Aet e oant war-raok war-zu Hama e kreiz ar vro, ha kemeret e voe kêr d'ar 5 a viz Kerzu. D'ar 6 a viz Kerzu, an NDF a aloube Deir ez-Zor e-kerzh un argadenn e reter an Eufrates, e keit-se Penn an Oberiadurioù milourel nevez savet ha Brigadenn Al-Jabal o devoa aloubet Daraa ha Suwayda e-kerzh un argadenn e su ar vro. An HTS a oa kendalc'het da vont war-raok er su war-zu Homs. Arme Dieub Siria (ADS) harpet gant SUA a oa bet oc'h aloubiñ Palmyra e Gevred Siria.[8]
Fazi arroud : <code><ref></code> balizennoù zo evit ur strollad anvet "note", met n'eus bet kavet balizenn <code><references group="note"/></code> ebet a glotfe