Aristaios (doue)

Aristaios, gant François-Joseph Bosio (1768-1845), mirdi al Louvre.

Aristaios (henc'hresianeg : Ἀρισταῖος /Aristaîos, Aristaeus e latin) a oa mab d'an doue Apollon ha d'an nimfenn Kyrene. Unan eus doueed al labour-douar e oa. Azeulet e veze dreist-holl en Boiotia, en inizi Keos, Sikilia, Sardigna, hag e Thessalia ha Makedonia[1].

  1. Theofrastos, Diwar-benn an Avelioù (darn 14)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne