Armia Ludowa

Armia Ludowa
luskad guerrilla
Deiziad krouiñ1 Gen 1944 Kemmañ
LealdedState National Council Kemmañ
Anv er yezh a orinArmia Ludowa Kemmañ
Anv berrAL Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
StadPolonia Kemmañ
Lec'hEil Republik Polonia Kemmañ
Luskad politikelTu-kleiz Kemmañ
Erlec'hiañ a raGwardia Ludowa Kemmañ
Deiziad divodañ21 Gou 1944 Kemmañ

Lu ar Bobl (poloneg: Armia Ludowa, berraet en AL) a oa un nerzh lu komunour partizan eus Strollad Polonat al Labourerien hag a oa oberiant e Polonia dalc'het e-kerzh an Eil Brezel-bed etre miz genver ha miz Gouhere 1944. Krouet e oa bet dindan urzh ar C'huzul Stad Broadel (poloneg: Krajowa Rada Narodowa) soviedat evit stourm a-enep an Alamagn Nazi ha reiñ un harp d'al Lu Ruz a-enep nerzhioù lu Alamagn e Polonia dalc'het.

An Armia Ludowa a oa bet savet a-ziwar ar Gwardia Ludowa ("Gwarda ar Bobl") evit harpañ krouidigezh un nerzh komunour evit degas ur gouarnamant komunour polonat tuet gant an URSS, ha gant an Nerzhioù Lu Broadel, e oa bet o nac'hañ da vezañ suj d'ar Gouarnamant Kuzh Polonat ha d'al Lu diabarzh (poloneg: Armia Krajowa). Bet e oa bet o kemer perzh en emsavadegoù niverus ha roet e oa bet harp d'an argadennoù sopviedel dre Plonia a-bezh. An Armia Ludowa a oa deuet da vezañ ul lodenn eus al lu nevez savet Lu Poblek Polonia eus an Nerzhioù lu Polonia er Reter soviedel goude seizh miz oberiantizoù.

An Armia Ludowa a oa bet lakaet d'ur statud harozel gant Republik Pobl Polonia o c'hwezhañ uhel sifroù an niver a stourmerien kement ha dreistelezh an obererezhioù sevenet gant ar strollad evel lodenn eus ar propaganda e Polonia komunour.

Abaoe kouezhadenn ar gomunouriezh e Polonia, an Armia Ludowa a zo bet lakaaet da dalvezout evel ul luskad partizaned soviedat e plas bezañ ul lodenn eus ar Rezistañs polonat dre ma oa suj d'an Unvaniezh soviedel a oa mestr war ar strollad de facto ha kement war an araokerien.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne