Arthur of the Britons ("Arzhur, roue pe ri ar Vrezhoned") zo un stirad skinwel eus Bro-Saoz, bet krouet gant Peter Miller, Robert Banks Steward ha Terence Feely.
Bez' ez eus 24 fennad ennañ ha skignet eo bet da gentañ gant ar skinwel saoz BBC etre ar 6 a viz Kerzu 1972 hag an 28 a viz Du 1973.
E Bro-C'hall ez eus bet diskouezet daou pe dri fennad war chadenn gentañ an ORTF er bloavezhioù 1973-1974, ha da c'houde daouzek pennad war ar chadenn TF1 e 1977.