Arz disteraet (alamaneg : entartete Kunst) a oa un dro-lavar ijinet gant an Nazied da envel an holl arzoù modern. Difennet e voe an doare arz-mañ ganto peogwir e kave dezho e oa enebalaman pe re yuzev ha bolchevik. Kastizet e voe neuze an arzourien a save oberennoù lakaat da zister : berzet e voe outo kelenn, diskouez o oberennoù pe sevel oberennoù zoken.
Arz disteraet a voe ivez anv un diskouezadeg aozet gant an Nazied e München e 1937, ma voe diskouezet oberennoù modern en dizurzh, gant panelloù ma veze burutelaet ha goapaet an arz. Pal an diskouezadeg oa lakaat an arvesterien da sevel a-enep d'ar vodernelezh. Aozet e voe an diskouezadeg e meur a gêr en Alamagn hag en Aostria. Endra ma veze difennet groñs an arzoù modern gant an Nazied e klaskent harpañ ha broudañ an arzoù hengounel ma veze uhelaet glanded ar ouenn, ar soudardegezh hag ar sentidigezh. Ar sonerezh jazz hag ar filmoù a veze kontrollet ivez.