Auguste Renoir, pe Pierre Auguste Renoir hervez marilh ar ganedigezhioù (Lemojez 25 C'hwevrer 1841 - Cagnes-sur-Mer 3 Kerzu 1919), a zo unan eus brudetañ livourien c'hall zo bet en e amzer hag en istor.
Da gentañ ez ae da heul an Impresionourien, met ne chomas ket pell da livañ ar gweledvaoù, troetoc'h ma oa gant livañ merc'hed, gwisket pe diwisk, blev hir dezho. Levezonet bras e oa gant Raffaello.