Azzo VIII d'Este (marvet d'an 31 a viz Genver 1308) a oa markiz Ferrara, Modena ha Reggio eus 1293 betek e varv.
Markiz e voe war-lerc'h marv e dad, Obizzo II. Damveneg a ra Dante en Inferno, en dije muntret e dad. Lavarout a ra ivez e oa e hantervab, met n'eo ket sklaer pe e oa lezvab pe mab bastard.
E penn kentañ e amzer-ren ne reas nemet brezeliñ : gant Padua, pa voe anvet da varkiz, gant Parma ha Bologna e 1295-99. Tamallet e voe dezhañ muntr priñs Bologna, Jacopo del Cassero, a enebe ouzh e raktresoù.