BME, pe BMEzine, pe Body Modification Ezine zo unan eus lec'hiennoù-brudañ an doullerien-groc'hen a vicher. Enni e kinnigont skeudennoù korfoù toullet hag ar stalikerezh ha marc'hadourezh a ya da-heul, bravigoù hag all.
Kaoz a vez a-wechoù gante eus istor an toullañ-kroc'hen, hervez ma vez gwelet gante.
Kavet e vez ivez pennadoù savet gant tud da ganañ meuleudi d'an toullgorfañ, e doare ar bruderezh a gaver e kazetennoù zo (da werzhañ mein pe louzoù burzhudus).
Diwar al lec'hienn-se eo savet an darn vrasañ eus pennadoù ar wikipedia saoznek war an toullañ-kroc'hen, hag ar re-se eo mammennoù ar re all. Ouzhpenn-se eo liammet tost kement pennad savet diwar-benn an toullañ-kroc'hen ouzh BMEzine