Bagad Kemper

Dibunad e An Oriant e 2012

Krouet eo bet Bagad Kemper e 1949 gant Ronan Cadiou, Jos Le Corre ha Pierre Kerbourc’h dindan anv "Kevrenn C’hlazig". Kenlabouret en deus gant sonerien vrudet evel Dan Ar Braz, Carlos Nuñez, Johnny Clegg pe Susana Seivane.

Krouet eo bet Bagad Kemper e Breizh er bloavezhioù 50, heritour ur sonerezh hengounel pinvidik diwar kornioù-bro Breizh eo. 40 soner a zo e Bagad Kemper, ennañ 4 seurt binvioù da seniñ : ar binioù-bras, ar vombard, an taboulinoù hag an toserezh. Kemer a ra perzh e birvidigezh hag emdroadur ar sevenadur Breizhat. Toniaoueg Bagad Kemper a zo kompozet gant tonioù hengounel Breizhat alies-mat kempennet, met ivez gant sonaozadurioù nevez o doujañ ouzh perzhioù-pennañ ar sonerezh Breizhat. Sonaozadurioù nevez o doujañ ouzh perzhioù-pennañ ar sonerezh Breizhat, tonioù hengounel kempennet, seniñ tonioù a vroioù-estren gant un identelezh-kreñv, sed aze an toniaoueg kinniget gant Bagad Kemper, oc'h ober anezhañ unan eus kannadour-pennañ ar sonerezh Breizhat oc'h emdreiñ, an dra-se er bed a-bezh.

20 gwech eo bet Kampion Breizh ar bagadoù abaoe 1968, ar pezh a ra anezhañ ar bagad muiañ-titlet.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne