Iskevrennad eus | mikroorganeg |
---|---|
Anv skiantel | Bacteria |
Renk taksonomek | Damani |
Takson uheloc'h | Biota |
Taxonomic type | Bacillus |
Deiziad kregiñ | 3500 million years BCE |
Efed | kleñved infektus bakteriel, tanijenn skevent bakteriel |
Kod anvadurezh | kod anvadurezh etrebroadel ar prokarioted |
Homonymous taxon | Bacteria |
URL LPSN | https://lpsn.dsmz.de/domain/bacteria |
Anaouder WordLift | http://data.wordlift.io/wl01714/entity/bacteria |
ID en Thesaurus NCI | C14187 |
Ar bakteri (Bacteria) zo bevedegoù bev unkelligek prokariot, n'o deus ket a nukleüs nag a organelloù. Ar pep brasañ eus ar bakteri o deus ur speurenn kellig glusidek, ar peptidoglikan. Un nebeud mikrometr hirder pe nebeutoc'h eo ar bakteri ha stummoù disheñvel a c'hallont kaout : stumm ur sferenn (klorenn), ur stumm hir pe e stumm bazhoùigoù (bazhell), stumm ur gildroenn. Graet e vez bakteriologiezh eus studi ar bakteri, anezhi ur rann eus ar vikrobiologiezh.
Gallout a reer kavout bakteri e kement seurt metoù zo war an Douar : en douar, en dour dous pe sal pe meizh, en aer, en islonkoù ar morioù, e pluskenn an Douar, war groc'hen hag e-barzh bouzelloù ar vevien. Daou-ugent milion bakteri zo en ur gramm douar hag ur milion en ur mililitrad dour. Pemp gwezh 1030 bakteri a vefe en holl er bed[1]. Ar bakteri o deus ur roll a-bouez bras e kelc'hiadoù biogeokimiek evel kelc'hiad ar c'harbon hag evit stabilaat an azot an aergelc'h.
Evit pezh a sell ouzh Mab-Den, jedet eo bet e oa 1012 bakterienn o vevañ war kroc'hen pep den, 1010 a vev er genoù ha 1014 er bouzelloù, e doare ma'z eus dek gwezh muioc'h a gelligoù bakteri evit a gelligoù den e korf an dud[2]. Dinoazh pe mat evit ar c'horf eo ar pep brasañ eus ar bakteri-se. Bout a ra koulskoude meur a spesad noazus a zegas kalz kleñvedoù evel ar c'holera, an naplez, ar vosenn, ar serk, an dorzhellegezh. Bakteri zo a c'hall degas kudennoù analat pe dreizhañ ha lod all a laka ar goulioù da vinimañ. Gallout a reer ober war-dro ar binimadurioù degaset gant ar bakteri a-drugarez d'an antibiotikoù a harz outo da vevañ. Ar penisilin da skouer a laka kenaoz speurenn ar c'helligoù bakteri da baouez.
Talvoudus-kenañ e c'hall bezañ ar bakteri pa naetaer an dourioù uzet, er gounezvouederezh, evit produiñ yaourt pe fourmaj da skouer, hag evit produerezh greantel ur bern kenaozadoù kimiek.