Banniel Ukraina | |
---|---|
| |
Kenfeurioù | 2:3 |
Bannielouriezh | |
Implij | Stadel, sivil, douar ha mor, tirlu |
Ofisiel | 22 Meurzh 1918 |
Doare 1991-1992 | |
Ofisiel | 1991-1992
Implijet c'hoazh e-kichen ar gentel deñval |
Morlu | |
Kenfeurioù | 2:3 |
Bannielouriezh | |
Implij | Morlu |
Ofisiel | 20 a viz Mezheven 2006 |
Deskrivadur | En argant e groaz Sant Jorj, banniel ar Stad er c'honk. |
Banniel Ukraina (ukraineg : Державний прапор України Derzhavnyi prapor Ukrainy) zo rannet a-blaen etre div vandenn gevatal, glas ha melen, evel skrivet e mellad 20 Bonreizh Ukraina[1]. Hervez an hengoun e tiskouez kement-se glas an oabl a-us edegi melen.
Ar glaz hag ar melen a zeuas war wel e-kerzh dispac'hoù 1848 en Europa, e Lviv en Ukraina, a oa en Impalaeriezh Aostria d'ar mare-se. Livioù banniel Republik Pobl Ukraina (1917-1918 ha 1918-1921), Republik Pobl Ukraina ar C'hornôg (1918-1919]) ha Stad Ukraina (1918) e oant bet, koulz ha re Ukraina ar C'harpatoù (1938-1939), met berzet e voe gant URSS. Keit ha ma voe Ukraina ur Republik Soviedel ez eo ur banniel all a voe implijet : ruz a-us glas, ar morzhol hag ar falz en aour er c'honk dehou. Distroet e voe d'ar banniel hengounel da vare an Dizalc'hiezh e 1991, ha degemeret da vat d'ar 28 a viz Genver 1992.
Abaoe ar bloaz 2004 e vez lidet Gouel ar Banniel Broadel bep 23 a viz Eost, deiz dizalc'hiezh Ukraina.