Banniel an arallrevelezh a oa bet savet war skouer banniel an heñvelrevelezh (ar “banniel kanevedenn”), nemet n'eus “liv” ebet gantañ (e-lec'h 6 liv ar banniel-hont hag en o zouez na gwenn ha du). Ar gwenn hag an du a ziskouez an div rev.
N'eo ket ken anavezet hag ar “Banniel kanevedenn”. Gwir eo n'o devez ket ezhomm alies tud ur muiañ-niver da ziskouez o identelezh revel.
Tennañ a ra un tamm da vanniel Breizh.