Hervez ur vojenn, Barbara Nikomedia, anvet Barba(n) e brezhoneg, a oa ur werc'hez hag ur verzherez kristen eus an IIIe kantved, marteze eus kêr Heliopolis (Baalbek e Liban) pe eus kêr Nikomedia (e Turkia a-vremañ), hag a voe dibennet abalamour d'he feiz.
Kastizet e vefe bet he bourevier gant un taol-foeltr, setu perak e vez pedet Barba a-enep d'an dañjerioù a varv trumm stag ouzh an taolioù-foeltr, an tan, an tredan. Enoret e vez e Breizh, er Faoued dreist-holl, ha brudet eo chapel santez Barban ar Faoued.
N'eus ket kaoz anezhi er skridoù kozh a-raok ar VIIvet kantved. Tennet e voe hec'h anv a-douez ar sent ofisiel d'ar 14 a viz C'hwevrer 1969 gant ar pab Paol VI en e lizher abostolek votu proprio[1] anvet Mysterii Paschalis[2].